en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Sinet eo bet emglev ar Mercosur daoust da enebiezh ar sindikadoù labour-douar

Sinet eo bet emglev ar Mercosur daoust da enebiezh ar sindikadoù labour-douar

Sinet eo bet emglev ar Mercosur disadorn e bro Paraguay, etre an Unvaniezh European ha darn eus broioù Su Amerika. Ur raktres 25 bloaz kozh e oa, ha votet e oa bet gant ar Parlamant European dek devezh zo. Stourmet o deus ar sindikadoù labour-douar e Frañs e-pad mizioù evit ma ne vefe ket asantet, met n'eo ket bet trawalc'h. Ar C'honfederasion Paysanne, ar c'hoordination rurale koulz hag an FNSEA a oa a-enep ar Mercosur ha betek ar poent diwezhañ eo bet al labourerien-douar o stankañ hentoù ar vro. Divizet he doa Konfederasion ar beizanted aozañ ur vodadeg war ar c'hae e Kastellin, evit kenderc'hel da embann he enebiezh ouzh ar sistem-se. Julien Taleg, dileuriad ar sindikad e kambr al labour-douar e Penn-ar-Bed en doa tapet ar gaoz. Selaouomp anezhañ.



Julien Taleg a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ouzhpenn 30% eus ar PIB bedel ha 700 milion bevezerien a zo bremañ gant takad marc'had ar Mercosur. 90% eus ar gwirioù maltouterezh a vo skarzhet etre an Unvaniezh European ha broioù ar Mercosur : Arc'hantina, Brazil, Paraguay hag Uruguay. Broudañ a raio an enporzhiadurioù kirri, mekanikoù, gwir ha produoù kimiek e bro ar Mercosur. Eus an tu all e vo aesoc'h dezhe ezporzhiañ riz, kig, sukr, mel, ha soja Su-amerikan da Europa.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio